Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 184 pages
Poids : 197 g
Dimensions : 12cm X 19cm
ISBN : 978-2-916835-33-4
EAN : 9782916835334
Quatrième de couverture
« Nathanael Malgorn, ma faotr kaezh, kaerat devezh ! Da verc'h he deus dilezet an den a gare anezhi ha moarvat emañ o leñvañ dourek en he gwele ; ar vaouez a garez he deus dinac'het da garantez ha moarvat emañ o leñvañ en he gwele ; da wellañ kamalad zo war-dro e garedig e-lec'h bezañ war da dro o sec'hiñ da zaeloù ; ha te... te zo o vont da bakañ gwashañ tortad da vuhez. Paeañ banneoù ha dibunañ da c'hwitadennoù meur da holl bochoù-gwin ar gêr vras, lonkañ bier, gwin, kognag, vodka, dislonkañ da walleurioù d'ar pevar avel, ha menel kousket war ar riblenn, ma ne zeu ket fliked da gomiserdi da zastum da gozh kroc'hen ha d'ober al lu ganit, sed aze da blanedenn rust ha kalet. Ale, uhel ar galon, Malgorn, hagen hent. Troveni zo d'ober... »
Mich Beyer, anavezet mat bremañ gant ar re a blij al levrioù brezhoneg dezho, a ginnig dimp en dro-mañ un istor polis tapet c'hwek e bed dic'hortoz al levrioù kozh.