Fiche technique
Format : Cartonné
Nb de pages : 51 pages
Poids : 300 g
Dimensions : 24cm X 24cm
ISBN : 978-2-913652-86-6
EAN : 9782913652866
Ar marc'h dall
Quatrième de couverture
Près de cent chanteurs et instrumentistes de Bretagne, de Corse et l'Orchestre Symphonique de Bulgarie nous font partager un merveilleux moment musical grâce à Ar Marc'h Dall, oeuvre majeure de la musique populaire de Bretagne composée par René Abjean.
La Bretagne de demain saura-t-elle conserver son identité, sa culture, sa langue ? Ou deviendra- t-elle un « cheval aveugle » qui ne sait quelle direction prendre ? Le texte profond et poétique de Job an Irien permet, aux petits et grands, de mieux connaître la Bretagne d'hier et d'aujourd'hui et d'imaginer celle de demain.
À la fin du livre, un cahier pédagogique vous fait découvrir l'orchestre symphonique, des instruments de musique celtique et des techniques d'enregistrement. L'historien Louis Élégoët vous raconte l'histoire de la langue bretonne du XVIIIe siècle à nos jours.
Un magnifique livre musical bilingue breton-français illustré par Geoffrey Berniolle pour toute la famille !
Tost da gant a ganerien hag a sonerien eus Breizh, Korsika hag eus Laz-seniñ Sinfonek Bulgaria a laka ac'hanomp da dremen ur prantad eus ar re gaerañ asambles gant Ar Marc'h Dali, un oberenn veur eus ar sonerezh pobl e Breizh bet sonaozet gant René Abjean.
Ha gouest e vo hor bro da virout hec'h identelezh, he sevenadur hag he yezh warc'hoazh ? Pe daoust ha dont a raio da vezañ ur « marc'h dall » ha na oar ket dre beseurt hent mont ? Testenn don ha leun a varzhoniezh Job an Irien zo un digarez, evit bihan ha bras, da anavezout gwelloc'h Breizh dec'h hag hiziv ha da empennañ hini warc'hoazh.
Gant ar c'haier pedagogel a gavot e fin al levr e c'hallot ober anaoudegezh gant al laz-seniñ sinfonek, binvioù eus ar broioù keltiek ha teknikoù an enrollañ. An istorour Loeiz Elegoed a gont deoc'h istor ar brezhoneg eus an XVIIIvet kantved betek bremañ.
Ul levr sonerezh kaer, divyezhek brezhoneg-galleg, skeudennaouet gant Geoffrey Berniolle evit ar familh a-bezh !