Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 87 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 14cm X 21cm
ISBN : 978-2-916845-33-3
EAN : 9782916845333
Barvouskenn ar roue Fortunatus
marvailh
Quatrième de couverture
Barvouskenn ar roue fortunatus
Amabl Troude ha Gab Milin
« Barvouskenn ar roue Fortunatus zo furm nevez ur sorbienn gozh deuet dimp dre hanterouriezh miliadoù a dud dre ar bed a-bezh. Ur sorbienn gaer da lenn eo an treuzskrivadur graet gant Gab Milin.
Kaeroc'h c'hoazh eo lavarout ar sorbienn d' ur mignon, d' ur stroll tud bodet en-dro d' ur banne pe bodet da selaou sorbiennoú, kanaouennù ha sonerezh. Grit an arnod hag e welot ar sorbienn o tont en-dro da vev en ur zegas deoc'h ha d' an dud vodet traou n' ho pije ket ijinet e oa anezho er bed, »
eme Yann-Ber Quirion.
Ha setu dres ar pezh a lak a-wel en dezrann skedus a ra eus Barvouskenn ar roue Fortunatus.
Dedennet-meurbet gant al lennegezh teodel, ez eo deuet Yann-Ber da vezañ arbennigour anezhi. Barvouskenn ar roue Fortunatus, ha sorbiennoú all, en deus bet tro da zisplegañ meur a wech dirak bugale pe dud vras, e brezhoneg hag e galleg.
Gwenael Maze diouzh e du, anavezetoc'h evit e zezrannou istorel, a ginnig ur gweladur nevezus a c'houverk arveziou dic'hortoz all.
Ha sebezet e vo « al lenner deboner » o tizoleiñ donder ha pinvidigezh an oberenn !