Rayon Littérature celtique
Beaj Sant Brendan : navigatio sancti Brendani abbatis

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 87 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 15cm X 21cm
EAN : 9782911210501

Beaj Sant Brendan

navigatio sancti Brendani abbatis


Paru le
Broché 87 pages

Quatrième de couverture

Savet eo bet ar "vuhez"-mañ diwar skridou koz ar Vretoned a lakae o foan hag o flijadur, daou-hant vloaz'zo, da zevel buheziou pe avanturiou a veze lennet goude e korn ar hogn pe c'hoariet a-glev d'an oll pa deue an amzer domm en-dro. N'eo ket ar skrid-mañ neuze nag eur varzoneg hir, nag eur skrid relijiel.

Eun istor brao eo kentoh, a vo kavet ennañ troiou-kaer eun dornad Gourenerien an Aotrou Doue bet o klouedad ar mor da heul Brendan. Eun den zantel e oa hennez ? A-raog pep tra, eun den a galon, eur merdead heb e bar hag ivez eun den "kig-ha-gwad" disheñvel-mad diouz ar zent a gaved gwechall el leoriou a "zevosion".

Med, peoh pelloh, selaouit... Eur wech e oa...

Biographie

Ganet eo Paskal Tabuteau e 1962 e Montmorillon (bro-Boatou). Desket e-neus brezoneg gand "Assimil" ha gand stajou "Skol an Emsav" er bloaveziou 80. Tapet e-neus kaoud eur vestroniez e brezoneg e Skol-Veur Roazon 2 a-raog mond da gelenner brezoneg e Ploue (56) war-lerh 18 vloaz evel iz-ofiser en arme. Skrivet e-neus eun nebeud danevellou, pennadou ha barzonegou e-barz "Al Liamm", "Brud Nevez", "Bremañ" ha "Klask".

Avis des lecteurs

Du même auteur : Paskal Tabuteau

Lae Izold

An Ilias

Perlez va Daeloù : dastumad barzhonegoù