Rayon Poésie
En ur lenn Barzhaz-Breizh : kenteliou graet e Roazhon e Skol uhel Emil Ernod

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 252 pages
Poids : 500 g
Dimensions : 16cm X 22cm
ISBN : 978-2-901383-75-8
EAN : 9782901383758

En ur lenn Barzhaz-Breizh

kenteliou graet e Roazhon e Skol uhel Emil Ernod

De ,
Chez Preder

Paru le
Broché 252 pages

Quatrième de couverture

En eil embannadur-mañ ez adkaver notennoù prientiñ ar c'hentelioù lizheregouriezh a roas Abeozen war ar Barzhaz-Breizh e Skol-Uhel Emil Emod Roazhon e 1941.

Daou boent da gentañ a-zivout ar c'hentelioù o unan :

  • da zanvez o deus 16 kanaouenn hepken diwar ar 56 a ya d'ober lodenn gentañ ar Barzhaz-Breizh ;
  • urzh ar c'hanaouennoù studiet gant Abeozen n'eo ket an hini a roe dezho Kervarker en e levr.

Adkemeret hon eus holl destennoù an tri c'haier deuet e gouloù gant Preder etre 1959 ha 1961. Fealañ gwellañ omp chomet da destenn Abeozen - nemet war ur poent : evit mad studierion hon amzer, ouzh hanc'herieg dispredet an termenoù gramadegel hon eus erlec'hiet an termenoù a veizont.

Moarvat eo aet istorel hiziv ar c'habaduilh a bade abaoe ur c'hantved en dro d'ar Barzhaz-Breizh - klozet ma voe bennozh d'ar sklerijenn taolet warnañ gant imbourc'hioù pervezh hag onest Donatien Laurent. Seul briziusoc'h a se e chom ar studi pizh, gwerzenn ha gwerzenn, renet gant Abeozen war ar barzhonegoù eskoret e gweur ar brezhoneg kempred.

A-gemparzh d'ar C'hentskrid aozet gant Per Denez evit an embannadur kentañ, hon eus ouzhpennet un Dianskrid a zo ar pennad a skrivas Jakez Riou a-zivout ar Barzhaz-Breizh end-eeun e 1929 war Le Courrier du Finistère.

Tremen daou vloavezh eo padet prientidigezh al levr-mañ, bennozh da genlabour aketus Gab Cherel, Alan E. Ar Berr ha Yann-Ildut Galliou.

Avis des lecteurs

Du même auteur : Abeozen

Hervelina Geraouell

Barzhaz : 1837-1939

Dremm an Ankoù