Fiche technique
Format : Broché
Poids : 500 g
Dimensions : 16cm X 22cm
ISBN : 978-2-901383-72-7
EAN : 9782901383727
Quatrième de couverture
Gant pevare levrenn Geriadur ar Vezekniezh e teu e gouloù 640 eus an 2000 pajenn a yelo d'ober an oberenn.
Boulc'het ouzhpenn pemont vloaz 'zo pa oa an aozer studier c'hoazh, ez eo bet azveret ar Geriadur-mañ a-hed ar bloavezhioù a-geñver gant araokadennoù ar vicher ha dispakadur diskiblezhioù nevez evel an Hangaeoniezh hag ar Vevoniezh volekulel.
A ziv lodenn e c'hoarvez pep Rann : ar 160 pajenn gentañ, moulet war baper gwenn, zo un tamm eus korf ar Geriadur. Hemañ a c'hoarvez a velladoù titlet gant pep a dermen en o furmoù gallek, saoznek ha brezhonek, heuliet gant an despizadur brezhonek anezho. En tu all d'ar melladoù e vez isvelladoù renket ivez diouzh urzh al lizherenneg, graet gant bommoù gallek-brezhonek en dro d'un termen pe d'e zeveradoù.
An eil lodenn, moulet war baper a liv (85 anezho er Rann-mañ), a ro lec'h d'ar Gerva brezhonek-gallek eus an termenoù mezegel arveret er Rann, anezho pe nevezc'herioù hag amprestoù, pe gerioù gwriziennet er yezh ha kemeret en ur ster arbennik. Notet e vo un emdroadur e doare ar Gerva : a-dal d'un niver war gresk a dermenoù brezhonek e kaver kevatalioù gallek ha saoznek liesger hag a-c'hinsell bommoù brezhonek dirak termenoù allyezh unger 'zo. An arouez eo emañ ar brezhonek o c'hounit un emrended c'heriadurel a live gant e emrended yezhadurel