Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 95 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 14cm X 20cm
ISBN : 978-2-916845-22-7
EAN : 9782916845227
Gwennva an Douar Glas
Quatrième de couverture
Gwennva an douar glas
Greunland : ur bed all, kalet ha kenedus, boemus, ma ren nerzh garv un natur digabestr.
Erc'h ha skorn, betek an dremmwel, ha strewet amañ-ahont un tiez bennak ruz-flamm... Sophie Tessier a brof d'al lenner hoal strobinellus ar gweledvaoù dianav-se, dre he barzhonegoù hag he skeudennoù fromus ha leun a gizidigezh.
En ur zec'hervel mojennoù ha gwengeloù greunlandat, e tigor ivez un ode davet kevrinoù ar sevenadurezh inuit.
Kelennercz war al lennegezh eo Sophie.
Dedennet-bras gant ar broioù norzhel, he deus beajet alies e Lec'hlenn, en Island.
Hogen gant Greunland eo, an Douar Glas, m'eo boemet da vat. Meur a wech dija he deus ergerzhet ar vro, e-pad an hañv, e-pad ar goañv, war an douar - pe war an erc'h - ha war vor. Ergerzhadennoù all zo rakwelet...