Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 182 pages
Poids : 164 g
Dimensions : 11cm X 18cm
ISBN : 978-2-86863-190-9
EAN : 9782868631909
Gwim
romant
Quatrième de couverture
« Gouzout a reer a-walc'h ez eo ar grec'henn a grog eno an hini hirañ, an hini startañ, an hini ziwezhañ ; hag e tougo en un taol herr nemetken ar c'hezeg, ar gozh wetur hag an dud da greizig-kreiz an oabl, e-mesk an avelioù hag ar c'houmoul. Ne ziskenner ket ken en tu all. Pignet e vo, da gentañ dindan goad, ha war-lerc'h a-dreuz un douar klañv gant al lovrnezh evel ur giez kozh hag a goll he blev. Goude-se e vo ken uhel an nen ma resevo war e zivskoaz doareoù taolioù eskell en ur glevet roc'herezh an avel-a-viskoazh. A-benn ar fin e vo ar bladenn, an ec'honder riñviet gant rabot bras an avel-se [...] »
Ar paotr Panturl ha Mamech kozh a vev digavandenn en Aubignan, ur bourk distro chouk d'ur gouelec'h, ar bladenn, anezhi rouantelezh an avel foll hag ar jenevregi treut.
Daoust ha penaos e ray Panturl evit mont pelloc'h en natur galet-se ha klask adteñvañ ?
Gwim, un istor hollvrudet en-dro d'an digenvez, d'ar c'halet ma vez ar vuhez ha d'ar goanag ivez.