Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 76 pages
Poids : 110 g
Dimensions : 15cm X 21cm
ISBN : 978-2-35974-090-5
EAN : 9782359740905
Quatrième de couverture
Helias, beajour ar bed
Kant vloaz 'vefe bet Per-Jakez Helias e 2014. Eun degouez brao da ginnig d'al lennerien eun tañva deuz e skridou, war eur mod disheñvel diouz ar pez a zoñj an dud, marteze, diwar e benn. Piou 'oar ha n'eo ket poent trei ar pajennou-ze e albom-buhez Per-Jakez Helias, ha mond da eosti pelloh c'hoaz en e oberenn vraz ?
Bloaz zo e oa bet adembannet ar pez leor a bak e varzoniez klok : A-berz eur bed all. Kerkoulz all 'nije gellet, en eur mod, lakaad : « A-berz ar bed-oll ». Rag beajour 'oa Helias. Ne hwite kammed da zevel pennadou e-kerz e veajou, kement ha paka skeudennou beo dre skrid. Beaji e-neus greet e bro-Sina, er Stadou-Unanet, e Toronto, ha nesoh ahanom e bro-Skos hag e Sant-Jakez-Kompostella.
Fellet zo bet da Emgleo Breiz, hag e-neus embannet abaoe ar penn kenta e oberennou brezoneg, kinnig ar pennadou-mañ deoh d'ober anaoudegez gand Helias ar beajour. Er skridou-mañ e weler ar Bigouter, n'eo ket e-kreiz ar jeu, med kentoh war an diavêzou, oh arvesti hag oh estlammi a-raog ober e zoñj, eur mousc'hoarz gantañ e korn e veg, evel just Gweled a reer amañ pegen digor 'oa Helias war ar bed, pegement e plije dezañ ober anaoudegez gand sevenadur ha buhez pemdez an dud er broiou all.