Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 82 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 14cm X 20cm
ISBN : 978-2-916845-40-1
EAN : 9782916845401
Quatrième de couverture
Kou ar Vran
Kontadenn
« Kou eo va anv. Anv, tad, ne'm eus ket. » Klopenn Kou eo a gomz ; ha da zibunañ d'ar skrivagner buhez e berc'henn kent.
Piv eo Kou ? « Mab-ur-c'hast », eme lod. « Ya da, mab-ur-c'hast ez on », a responte Kou ennañ e-unan, « halorc'h ennon a vezañ, rak marteze ez on mab ar roue ; te, padal, ha dit da vezañ Aotrou, ez out moarvat mab ar palafrigner. »
Ha perak 'ta Kou ar Vran ? Bran eo Kou, e vicher eo : dastum ha douarañ a ra korfoù ar vosenneged. An istor a c'hoarvez e Landerne, er XIVvet kantved. Emañ ar vosenn o reuziañ er vro. Pa vez ar marv o c'hourdrouz, e klasker lakaat ar vuhez da drec'hiñ dre gemer plijadur par ma c'heller : evañ, chervadiñ, karanteziñ...
Souezh ebet neuze mard eo an destenn-mañ drant, prim ha leun a fent !