Collection(s) : Roll-diroll
Paru le 23/09/2008 | Broché 122 pages
Mervel eul Lunvez : istoriou kriz aliez, fentuz ivez, a ziskouez gand eur biz didruez plegou ha displegou kalon mab-den...
Ar garantez, ar vuhez hag ar maro, ar yez... An dipit hag ar choazou a ranker ober. Hag ar bed o trei, rod an amzer o kas he jeu ingal : paket om oll e-barz, ar re vraz hag ar re vihan.
Istoriou berr, taolennaduriou munud ha beo-buhezeg. Tammou troh-buhez paotred ha merhed gwall-dost ouzom aliez.
Danevellou e-neus bet embannet Henri Dorsel war « Brud Nevez » ha war « Al Liamm ». « Mervel eul lunvez » a zo e leor kenta.
« Roll-diroll » a zo eun dastumad a skridou dihortoz.