Paru le 01/02/2020 | Broché 137 pages
A partir de 9 ans
laskaet e brezhoneg gant Goulc'han Kervella | golo ha tresadennoù gant Steven Maze
Ostizien ar C'hi Melen Mat
Ostizien Ar C'hi Melen Mat.
Ar C'hi Melen Mat : un anv gwall iskis evit un davarn, ha pa ve un davarn vlink en ur c'harter gwall vrudet eus ar gêr gozh... ! An istor a dremen e-kreiz an XVIIIvet kantved, e Brest, hag en donvor. An daneveller, Loeiz Benic, hag a zo krennard pa grog ar romant, a zizolo tamm ha tamm pe vicher a ra e gwirionez e eontr Nikolaz Benic, perc'henn Ar C'hi Melen Mat. Ha da skrijañ ez eus !...
Pierre Mac Orlan, anv-pluenn Pierre Dumarchay (1882-1970), bet livour, tresour, kazetenner..., zo anavezet dreist-holl evel skrivagner. Puilh ha liesseurt eo e oberenn. Awenet eo bet alies gant Breizh, ma vevas e-pad ur predig, gant Brest pergen, pa' z eo eno e tremen lod eus e ronantoù brudetañ : L'Ancre de Miséricorde, Le Quai des Brumes, hag evel just Ostizien ar C'hi Melen Mat. Hep disoñjal Fanny de Lanninon, a zo pep Brestad gouest da ganañ war an tach...
Lakaet eo bet ar romant e brezhoneg gant Goulc'han Kervella.