Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 183 pages
Poids : 300 g
Dimensions : 15cm X 21cm
EAN : 9782910699246
Quatrième de couverture
Ul lodenn eus hol lennegezh eo an troidigezhioù. En eskemm dibaouez a zo bet atav etre ar yezhoù hag ar sevenadurioù ez omp bet, evel an holl bobloù gwasket, o tegemer kalz muioc'h eget n'hon eus roet. Goet hon eus avat ar boued chouket ennomp, ken eo deut da vezañ hor mad-ni, o kreskiñ hon nerzh hag hor yec'hed. En hol lennegezh arnevez ez eus bremañ ur pleg - hag a zo diwar zibab - d'an troidigezhioù. Da heul Roparz Hemon ha skol Gwalarn eo bet Per Denez a-zevri o lakaat e brezhoneg skridoù estren a dalvoudegezh. Un nebeud eus an danevelloù troet gantañ a vo kavet el levr-mañ. Eus al lennegezh svedat gant Pelle Molin betek al lennegezh c'hermanek gant Theodor Storm, e tiskouezont kalon mab-den o laouenaat, hag o c'houzañv dreist-holl, gant an un dra bepred : ar garantez.