Fiche technique
Format : Broché
Poids : 200 g
Dimensions : 15cm X 21cm
ISBN : 978-2-86863-107-7
EAN : 9782868631077
Parania
teir danevell
Quatrième de couverture
Ganet e oa bet Vladimir Fiodorovitch Tendriakov (1923-1984) e kêriadenn Makarovskaya (e-kichen Vologda). Un implijad bihan e oa e dad.
Echuet ar skol gantañ ez eas Tendriakov d'ar brezel 1941-1945. Goude ar brezel e voe kelenner en ur skol war ar maez. Adkregiñ a reas gant e studioù, war dachenn al livadur da gentañ. ha goude e chenchas e vennozh : dibab a reas al lennegezh. E 1948 e voe embannet e zanevell gentañ. E 1951 e kasas da benn e studioù e Skol-Veur al Lennegezh. Labourat a reas e-barzh ar gelaouenn Ogonek. o skrivañ pennadoù diwar-benn ar vuhez war ar maez.
Anavezet-mat eo e Bro-Rusia abaoe ar bloavezhioù 50. An den hag e ene, e goustiañs, setu danvez lodenn vrasañ e oberennoù. Skrivañ kalz a ra ivez diwar-benn buhez ar re yaouank, diwar-benn ar skol. Kontañ istorioù boutin a zo evitañ un digarez da brederiañ diwar-benn buhez mab-den. hent an Istor hag an arzoù-kaer.