Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 149 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 15cm X 21cm
EAN : 9782911210457
Quatrième de couverture
Piou, en Bro-Dreger, n'anavez ket Maria Prat ? Eur wir skrivagnerez hag eur skrivagnerez-pobl eo hi : 52 a beziou-c'hoari a zo bet skrivet ganti en oll. Yaouank-tre e oa bet kroget da zevel peziou : e-barz ar gazetenn "Breiz" e oa bet embannet ar re genta adaleg ar bloaveziou 1920 ! Sina a ree neuze "Plah an ti all".
Ma h eo brudet Maria Prat avad, eh eo a-drugarez da "Strollad Beilladegou Treger". Rag evid ar Beilladegou he-deus skrivet eur bern peziou-c'hoari. Mond a ree tud ar strollad beb sadorn da noz en eur barrouz bennag tro-war-dro Lannuon da c'hoari ar peziou-ze, hag o-deus bet laket milierou a dud da hoarzin e-pad bloaveziou en Bro-Dreger. An danvez a zo kemeret e buhez pemdezieg tud Bro-Lannuon, troet aliez e stumm eur farsadenn.
Eiz leor a oa bet moullet dija gand peziou Maria Prat. Setu amañ an naved hag an hini diweza. Red eo lenn ar peziou-mañ evid kaoud blaz brezoneg Treger : Maria Prat a skriv he yez evel m'eo komzet ganti.
A beb seurt troiou a lake an dud da gemer fent eun toullad bloaveziou 'zo : 'peus ket dalhet soñj deuz an hini a oa bet greet da Vinistr al labour-douar en Plouared ? Biskoaz ne oa bet c'hoarzet kemend-all !