Collection(s) : Roll-diroll
Paru le 18/03/2010 | Broché 67 pages
Gwechou zo e vez c'hoant gand an nen da lenn istoriou berr, etre fent ha preder... O soñjal el lennerien-ze, c'hwi ha me, eo on-eus bodet an tammou fentou-mañ, danevellou anezo.
C'hoarzet 'vo evel just, med kistion 'vo ive deuz darempredou etre an dud, karantez, hag ijin, ijin atao. Bet eo J.-Ch. Bozeg oh adskriva pajennadou zo deuz istor Casanova, ha gand Erwan Brenn e soñjo meur a Vari torch-torch e vefe gwell ganti marteze dilezel he zrepetou... Yez c'hwek Y.-V. Lagadeg a blijo d'an oll, ha gand Maïwenn Morvan e vo taolet eur zell war an Thailand, kement ha rei da houzoud e ra ar brezoneg tro ar bed.