Collection(s) : Teatr Penn ar Bed
Paru le 11/02/2002 | Broché 149 pages
lakaet e brezoneg gand Remi Derrien
Lioubomir Simovitch a zo bet ganet 'barz Beograd e leh m'ema bepred o chom. Brudet eo kentoh evid e varzonegou, med skrivet 'n-eus ivez peziou pobleg a-walh. "Termaji" pe gentoh "Strollad Chopalovitch" eo an hini brudeta e diavêz bro d'an nebeuta.
1940 e-kreiz an hañv hag e-pad ar brezel.
Dond a ra an "dermajied" beteg Oujitsé, eur gêr vihan e bro-Serbia. Lakeet o-deus en o zoñj c'hoari "Al laeron" bet skrivet gand Schiller, med tud ar vro ne faot ket deze kleved ano euz teatr abalamour ema o spered e leh all : lahet zo bet eun ofiser alamant hag emeur o klask ar muntrer... Azaleg neuze e sav reuz etre ar gomedianed ha tud ar vro... Tamm-ha-tamm ne ouezer ket ken re vad piou zo piou, piou zo komedian ha piou n'eo ket.
Eur pez-c'hoari tostoh ouz "Testamant ar hi" evid na vefe ouz "Arsenik ha koz dantelaj".